Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/135

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —

brasa mignoun Hor Zalver. Ann tri-ma ive o doa ezomm da veza startoc’h enn ho c’hredenn, galvet ma’z oant da velet a dost hag, evel pa lavarfenn, da ranna gant ho mestr, enkrezou he angouni.

O tiguezout er Jardin Olivet Jezuz a lezaz he goumpagnunez e tal ann or, nemed Per, Jakez ha Iann a ieaz ganthan pelloc’h. D’ar re all en doa lavaret hebken : sedete hic, chomit aze, azezit mar kirit, epad ma vezinn o pedi. Ouz ar re-ma avad en deuz evel c’hoant goulenn sikour. Gortozit ama, emezhan, ha beillit ganen. Hag, enn ho c’hichenn, e c’houzanv eunn angouni skrijuz a ra d’ezhan c’huezi ann dour hag ar goad.

Evel-se a reaz a viskoaz hag a ra c’hoaz brema Hor Zalver e kenver ar gristenien. Neb en deuz diskuezet d’ezhan eur garantez dispar, labouret ha gouzanvet kalz evithan, pe a zo galvet d’hen ober a c’houdevez, da hennez e ro eur vechik bennag, var ann douar-ma, eunn