Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/138

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —





ANN TREDE SUL EUZ AR C’HORAIZ
(Sant Lukaz, Chab. xi.)


————


D’ar mare-ze, Jezuz a gasaz-kuit eunn diaoul, hag ann diaoul-ze a ioa mud. ha goude ma oue kaset ann diaoul e meaz anezhan, ann den mud a gomsaz, hag ar bobl a oue souezet holl. Darn anezho a lavaraz : dre urz Belzebuth, mestr ann diaoulou, e kas ann diaoulou kuit. Darn all, evit gouzout petra oa, a c’houlenne diganthan eur burzud er c’hoabr. Mes hen, o veza anavezet ho menneziou a lavaraz d’ezho : Kement rouantelez a zo dizunvaniez ennhan a vezo dismantret ; hag ann ti a guezo enn he boull, ma n’en em glever ennhan. Mad, mar bez Satan eneb d’ezhan he-unan, penaoz e talc’ho he c’halloud ?

Rak, c’hui a lavar eo dre urz Belzebuth

9