e kasan me ann diaoulou kuit. Mes, m’ar d’eo a berz Belzebuth e kasan me kuit ann diaoulou, hag ho pugale a berz piou ho c’hasont e meaz ? Rak-ze, hi ho-unan ho parno c’hui. Ha mar d’eo dre c’halloud Doue ec’h harluan ann diaoulou, neuze ema deuet eta rouantelez Doue beteg ennhoc’h. Pa vez ennn den krenv gant eur bennveg mad o tiouall he di, n’euz ket da gaout nec’h gant ar pez zo d’ezhan. Koulzgoude ma teu eunn all galloudusoc’h egethan d’hen trec’hi, hennez a gasso ganthan kement bennveg a roe hardisegez d’egile, hag a ranno ann danvez kemeret divar he goust. Neb n’ema ket enn tu ganen a zo eneb d’inn ; hag ann hini ne zastum ket ganen-me a zo o foeltri. Pa vez eat ar spered louz e meaz euz eunn den e vale dre al leac’hiou seac’h o klask ehan, hag evel ne gav ket, e lavar : Me a zistroi adarre enn ti m’oun deuet e meaz anezhan. Hag o veza deuet her c’hav
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/139
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 130 —