Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/140

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —

neteat ha guisket brao. Neuze ez a hag e keraer ganthan seiz spered all goasoc’h c’hoaz egethan, hag o veza eat ebarz e chomont eno. Ha stad diveza ann den-ze a zeu da veza noazusoc’h eged ar c’henta. Hogen, epad ma lavare kement-ze, e tiguezaz d’eur vaouez a douez ar bobl sevel he mouez da lavaret d’ezhan. Euruz ar vamm e deuz ho touge hag ho maget gant he leaz ! Euruz kentoc’h, eme Jezuz, ar re a zelaou komsou Doue hag a zalc’h mad dezho !


Ann diaoul mud.


Ann diaoul a zo hano anezhan enn Aviel hirio n’oa ket mud he unan ; mes, o veza e korf ann den keaz e vire outhan da lavaret komz ebet. N’euz ket eunn taol fallagriez ne rafe d’eomp ann enebour-ze pa c’hell hon trec’hi. Evel-se, o c’houzout pegen talvouduz eo ann teod pa labourer ganthan hervez bolontez