Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/148

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 139 —

ne badont ket eunn dervez, bokedou a zo, araog ann noz, seac’h aoualc’h da zevi er forn, c’hui a zonj e lezo enn noaz bugale krouet diouz he henveledigez ha galvet da euruzdet ar baradoz ?

Koulz a zo, petra dalvesfe d’ehoc’h en em enkreza ? Kaer o pe ober kement zo enn ho kalloud, a betra oc’h goest, ma ne vez dourn Doue eun tu ganehoc’h ?

Var zigarez ma tiskuezer ama hor sempladurez ha ma leverer fiziout var madelez hon Tad zo enn env, arabat kredi e ve mad chom heb labourat, nag ober dispignou dreist hor peadra. Kement-ze a ve goulenn burzudou heb ezomm. Da bep den eo gouarn he vadou gant furnez, ha poania, hervez he nerz hag he ijin, da c'hounit he vara. Goude m’en deuz great ar pez a ioa enn he c’halloud, neuze eo en em harpa var ann Aotrou Doue, a rafe kant burzud kent eged lezel he grouadur enn noaz pe da c’hlaouri gant ann naoun.