Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 143 —
unan, ar c’hloar-ze n’eo netra. Va Zad eo a ro gloar d’inn, ha c’hui a lavar eo hennez ho Toue, ha n’oc’h euz ket he anavezet. Evidhon-me he anavez, ha ma lavarfen n’hen anavezan ket e ven gaouiad eveld’hoc’hui. Mes, he anaout a ran, hag he gomsou a viran. Abraham, ho tad, a c’hoantea kalz va guelet ganet ; guelet en deuz, ha braz eo bet he levenez. Ar Iuzevien a lavaraz dezhan : N’hoc’h ket c’hoaz hanter-kant vloaz, hag oc’h euz guelet Abraham ! E guirionez, eme Jezuz d’ezho, e guirionez hen lavaran d’ehoc’h, me a zo araok ma oue Abraham. Var gement-ze e kemerjont mein da deuler outhan ; mes, Jezuz en em guzaz hag a ieaz euz ann templ.
Digemeret ar virionez.
Ar pez a lennomp enn Aviel hirio a ziguezaz eur pemp pe c’huec’h miz araok