pa fell d’ezho hen lakaat d’ar maro goude kement all a vad great e peb leac’h, goude niver a vurzudou a ziskueze da bep unan e teue aberz Doue. Mes, ken aliez ha bemdez e velit kristenien oc’h ober ker guaz ha guasoc’h c’hoaz. N’ema ket ann Aviel etre ho daouarn ? Ne glevont-hi ket prezeg e pep parrez ar c’homsou-ze, ma vent miret, a rofe d’eomp eur vuez paduz evit biken ? Hag e reont goab euz ar c’henteliou-ze, hag euz a gant ha kant mil testeni, a verk sklear ema ennho ar virionez penn-da-benn. N’eo ket diskiant ha digoustianz ann dud-ze ? Koulzgoude mar grit d’ezho ar rebech a rea Hor Zalver d’ar Iuzevien, ho zeod n’hoc’h esperno ket ; brao d’ehoc’h ma ne vezit gual gaset a hent all.
Guelomp ha ni a ve hon-unan didamall var gement-ze. Kredi a reomp-ni stard eo Jezuz guir Vab Doue ? N’on euz ni ket dianzavet ar virionez-ze, ha c’hoarzet gant re all divarbenn kuzuliou ann Aviel ?