Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —

Mar d’eo bet kre hor feiz, great on euz ni pep tra hervez hor c’hredenn ? Hor Zalver o veza ar furnez heb muzul, e ve pec’hed d’eomp chom heb heulia ann hent desket ganthan. Azaleg hirio, greomp le da zenti euz he vouez, hag e kerzimp varzu ar baradoz. Evel-se-bezet great.





AR ZUL BLEUNIOU
(Sant Vaze, Ch. xxi.)
Aviel a vez kanet evit binniga ar bodou beuz pe lore.


————


Pa ouent tost da Jerusalem, diguezet e Belhphage, e kichenn menez Olived, Jezuz a gasaz daou euz he ziskibien, o lavaret d’ezho : It er gear zo aze dirazoc’h, ha raktal e kafot eunn azennez staget, hag he azen bihan ganthi ; distagit-ho hag ho digasit d’inn ; ha d’ann neb a lavarfe eunn dra bennag d’ehoc’h,