Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/160

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 151 —


O tont daved ann ene kristen avad, Hor Zalver a zo holl kuzet dindan spesou ar bara, ha kaer on defe sellet, ne gavomp netra ken. Mes, pa gredomp ema enn Hosti Sakr, guir Doue ha guir den, ha pa c’houzomp eo he zaouarn leun a c’hrasou talvoudusoc’h eged ar re a roaz d’ar Iuzevien, hastomp ive d’Hen digemeret gant anaoudegez-vad. Ma n’on deuz ket, mui eged pobl Jerusalem, a draou pinvidik da lakaat dirazhan, kempennomp hon ene o renevezi hor zantimanchou a feiz, fizianz ha karantez ; mes, dreist pep tra, tennomp divar he hent kement pec’hed a virfe outhan da ziskenn gant plijadur enn hor c’haloun.

Diouallomp goude-ze da vont hed a hed var roudou ar Iuzevien. Ar re-ze, abenn nebeut deveziou, o veza selaouet kuzuliou fall, a gemeraz eur gasouni vraz ouz Jezuz, hag a iouc’he o c’houlenn ma vije barnet ha kaset d’ar maro, ar pez a oue great da Vener-ar-Groaz.