lakaat louzeier c’huez-vad enn dro d’ar c’horf santel.
M’o divije bet c’hoant gortoz, evel ann diskibien all, beteg guelet petra a c'hoarvezje, e kavent digarez aoualc’h d’hen ober. Biken, merc’hed dic’halloud eveld’ho ne vijent goest da zevel ar mean braz a ioa o stanka ar bez ; perak eta en em emellout euz eul labour enn tu all d’ho nerz ? Eat oant atao o fiziout var madelez ann Doue a gav bepred tu d’ober ar pez zo hervez he volontez. Abalamour da ze e teu eunn eal da gomz outho ec’hiz m’eo merket enn Aviel, ha da lavaret d’ezho e pe leac’h e c’hellint, heb dale, guelet Hor Zalver leun a vuez.
Ar c’helou-ze a reaz d’ho c’haloun tridal gant levenez. Rak, Jezuz o resusita a ziskueze oa guir kement o doa skrivet ar bropheted divar he benn, ha kement en doa he unan diskleriet d’ezho. Ar burzud-ze pelloc’h a iea da grenvaat feiz ann diskibien laosk aoualc’h bete neuze, dioc’h