gentel-ma, perag e klevomp ken aliez tamall da zant Thomas beza bet laosk a feiz ? Ne c’houlennaz netra nemed lakaat he zourn e plas ann tachou a stagaz he vestr ouz ar groaz, evel m’o devoa great he genvreudeur ! — Guir aoualc’h eo ; mes, pa'z oa dija eunn niver braz a destou e c’helle kredi var ho ger, ha n’oa ket mad d’ezhan gortoz eur burzud nevez. Brao e kafec’h ma falvesfe da bep kristen kaout eunn henvelep testeni abarz plega dirag kelennadurez ann Aviel ?
Kalz tud koulzgoude a gemer skuer dioc’h sant Thomas. Ha goude ma rofe Doue ho goulen d’ezho ne gredfent ket startoc’h. Ezomm o defe da evesaat ouz ar pez a oue lavaret d’ar fals-pinvidik. Barnet d’ann ifern, ar rezeudik-ze a reaz ar bedenn-ma : Aotrou, emezhan, breudeur am euz var ann douar ne vevont ket guelloc’h egedhon ; aotreit ez afen va unan, pe kasit eunn all bennag d’ho c’helenn evit ne guezint ive enn tan skrijuz--