Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/183

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 174 —

laerez ho flas digantho, a garfe lakaat pep unan dindan he dreid ? Piou ne argaso ann teod-fall, ann drouk-prezeger, ne baouez o tispenn hema pe hennont, oc’h ober d’ezhan koll he vrud-vad, a dalv hirroc’h eged holl binvidigezou ar bed-ma ?

Petra d’ober eta evit kaout ar peoc’h gant Doue, ganeomp hon-unan ha gant ann nesa ? M’ar d’ema ar pec’hed enn hor c’haloun, mont daved ar re o deuz, evel ann Ebestel, galloud da zevel ar beac’h-ze divamomp. Goude-ze, derc’hel var hor plegou fall ha reiza hor buez hervez lezennou Doue ha re ann Iliz. Neuze e chomo bepred ganeomp ar peoc’h dudiuz-ze a zo eunn tanva hag eunn errez euz peoc’h eternel ar baradoz. Evel-se-bezet-great.


————