treitour. Ne c’houzoc’h-c’hui ket e teu aliez ar bleiz d’en em guzat dindan kroc’hen ann danvad ? Heb dale e tispako he ivinou hag he skilfou. Diouallit na vec’h taget ganthan.
Diouz ann oberou eo barn ann dud. Rak-ze, abarz senti ouz kenteliou ann eil pe egile, grit eunn tamm enklask var he vuez, ha guelit petra eo. Ma’r d’eo kristen mad e peb hent, bezit a unan ganthan. Ma’r d’eo eur c’hristen laosk pe eur paian, bezet difizians euz he gomsou n’euz forz peger brao e vent troet.
C’hoant oc’h euz ive da c’houzout petra dalvezit hoc’h unan ? En em lakit dirag ar mellezour roet d’eomp gant Jezuz ; evesait ouz hoc’h oberou. Mac’h heuillit giziou ha kenteliou ar bed c’hui a labour evit ann ifern. Ma lezit ioulou direiz ar c’hik da chounit varnoc’h, ez oc’h eunn den kollet.
Ha pa ne rafec’h ket zoken eur vraz a zrouk, ne viot ket c’hoaz salvet anez ober