kuit, emezhan, ar Paraklet ne deui ket davedoc’h. Me eo hen digaso d’ehoc’h pa vezin eat d’ann envou ; hag hennez eo ar spered a virionez a roi d’ehoc’h nerz da herzel ouz poan ha labour, ha d’ho gouzanv a galoun vad, evel ma roi d’ehoc’h ive sklerijenn da goumpren ar c’henteliou oc’h euz bet dija, hag ar re a vezo c’hoaz roet d’ehoc’h a berz Doue. Kalz traou am euz diskleriet d’ehoc’h, ha muioc’h am befe c’hoaz da ziskleria ; mes, re veac’h a rofent brema d’ho kaloun ha d’ho spered. Pa vezo deuet ann hini a zigasin d’ehoc’h euz ann env, neuze e c’hellot beza skoliet ganthan var bep tra, ha n’o pezo dienez ebet ac’hanon-me. Ober a rai ive d’ann dud digemeret guelloc’h ho kelennadurez pa ziskuezo sklear peger braz oa pec’hed ar Iuzevien a reaz fae var va c’homsou-me hag a zianavezaz ann hini a zeue davedho a berz Doue. Pa glevint ganthan oun azezet e gloar va Zad, ec’h anavezint va lealdet ha va zan-
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/197
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 188 —