Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 190 —





AR PEMPVED SUL GOUDE PASK
(Sant Iann, Chab. xvi.)


————


E guirionez hen lavaran d’ehoc’h, eme Jezuz d’he ziskibien : Mar goulennit eunn dra bennag em hano, va Zad hen roio d’ehoc’h. Bete vrema n’oc’h euz goulennet netra em hano. Goulennit hag e resevot ; ha neuze e viot laouen hed a hed. Ann traou-ma am euz diskleriet d’ehoc’h dre barabolennou. Diguezont a ra ar mare ne gomsin mui ouzoc’h dre barabolennou, mes, ma komsin sklear d’ehoc’h divarbenn va Zad. Enn deiz-ze e c’houlennot em hano ; ha ne lavaran ket d’ehoc’h e pedinn va Zad evidoc’h ; rak va Zad he unan ho kar, abalamour moc’h euz va c’haret ha kredet e teuan a Zoue. Deuet oun euz va Zad ha diskennet var ann