Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/204

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 195 —

mad hon ene, hag ann traou all varlerc’h, ouz ho dioueret a greiz kaloun, ma vent noazuz d’hor silvidigez.

Kalz kristenien ne fell ket d’ezho pedi abalamour, emezho, ne vezont morse selaouet ! Mes, ann dud keiz-ze a zo marteze pec’herien aheurtet ! Penaoz e klevo Doue ho fedenn, ma ne c’houlennont, da genta ha dreist holl, ar c’hras da derri chadenn ar pec’hed ? Mar d’int dibec’h, ar pez a glaskont a zo marteze noazuz d’ezho pe d’ann nesa. Neuze ann Tad karantezuz ne ra van ebet, pe a ro d’ezho eur c’hras all. C’hui ive, daoust ma karit ho krouadur, a ra skouarn vouzar, pa c’hoanta kaout eunn dra bennag a rafe drouk d’ezhan.

Marteze c’hoaz ne bedit ket gant eur feiz beo. Ha ma n’oc’h euz ket a fizianz aoualc’h. c’hui zo evel pa lavarfec’h da Zoue e vank d’ezhan ar c’halloud pe ar volontez d’ober d’ehoc’h hervez ho koulenn ! Souez eo ne vec’h ket selaouet ganthan ?