Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/205

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 196 —


Mes, lakeomp e ve great ho pedenn ec’hiz m’eo dleet. Pegeit zo abaoue ma pedit ? Jezuz a bromet kement a c’houlennimp enn he hano ; ne lavar ket koulzgoude e vezo roet var ar c’henta ger. Pet guech ne oue ket ret d’ar Gananeen sevel he mouez truezuz abarz ma pareaz he merc’h ? Pegeit e oue santez Monika o pedi hag o vuela araok ma tizroaz Aogustin dioc’h he zizursiou ?

Pedenn. — O va Zalver, grit d’eomp koumpren ervad hag heulia bepred ar gentel-ma evit ma vezo selaouet hor pedennou gant hon Tad euz ann Env. Evel- se-bezet-great.





ANN ASANSION PE IAOU-BASK
(Sant Mark, Chab. xvi.)


————


Enn deiz-ze ann unnek abostol o veza ouz taol, Jezuz en em ziskuezaz dirazho,