Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 197 —

hag a rebechaz d’ezho beza ken douget da ziskredi ha kalet a galoun pa zifizient euz ger ar re o doa her guelet leun a vuez. Goude e lavaraz d’ezho : It dre arbed holl, ha prezegit ann Aviel d’ann holl grouadurien. Neb a gredo hag a vezo badezet a vezo salvet ; neb ne gredo ket a vezo kollet. Ha setu ama ar burzudou a c’hoarvezo var dro ar re o devezo kredet : Em hano e kasint kuit ann diaoulou, komz a raint iezou nevez ; dournata a c’hellint ar zarpanted ; mac’h evont eunn dra bennag goest da rei ar maro, n’o devezo droug ebet ; pa astennint ho daouarn var glanvourien ar re-ma a vezo pare. Hag Hor Zalver Jezuz, goude beza komzet evel-se outho, a zavaz d’ann Env, e leac’h m’eo azezet enn tu deou da Zoue. Evitho, o veza eat, a brezegaz e peb leac’h ; ha Doue a roe skoazell d’ezho ha kred d’ho c'helennadurez dre ar burzudou he heulie.