Spered-Santel d’ho sklerijenna ha d’ho c’hrenvaat evit ma labourint gant muioc’h a frouez e servich Doue. Ouspenn ma tigas trede fersoun ann Dreindet da jom gantho a hed ann holl amzer, Jezuz he-unan n’ho dilezo ket. Euz hueldet ann envou, he lagad a vezo bepred o para varnho gant karantez. Evel a lavar sant Iann, hon difennour e vezo dirag ann Tad, o c’houlenn trugarez evit ar bec’herien ; hag o lakaat da ziskenn var hon ene grasou puill ha stank, hor sikouro da viret ar gurunen en deuz prenet evit pep hini ac’hanomp. Koulz hag ann ebestel, ni ive a dle en em laouenaat pa velomp hirio Hor Zalver o pignat d’he rouantelez.
Pedenn. — O va Jezuz, distaget muioc’h mui hor c'haloun diouz ar bed-ma, ha troit hor spered varzu ann Env, evit ma c’hellimp eunn deiz kaout perz enn ho kloar. Evel-se-bezet-great.