Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/216

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —





SUL AR PANTEKOST
(Sant Iann, Chab. xiv.)


————


Enn amzer-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Neb am c’har a viro va c’helennadurez, ha va Zad her c’haro, davedhan e tenimp hon daou, ha ganthan e chomimp ; neb n’am c’har ket ne vir ket va c’hentelliou. Ar gelennadurez oc’h euz klevet n’eo ket va hini me eo, mes, hini ann Tad en deuz va digaset. Kement-ma am euz lavaret d’ehoc’h epad m’edon enn ho touez. Ar Paraklet, ar Spered-Santel a vezo digaset d’ehoc’h gant va Zad em hano, hennez ho kelenno var bep tra, hag a rai d’ehoc’h ive kaout sonj euz kement am bezo lavaret d’ehoc’h. Ar peoc’h a lezan ganehoc’h, va feoc’h a roan d’ehoc’h ; ne roan ket avad ec’hiz ma