Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/218

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 209 —

daved he Dad, e tigaso eunn all da zerc’hel he blas enn ho zouez ; hag hennez a roi sklerijenn d’ho spered, nerz ha laouenedigez d’ho c’haloun ; rak-ze e c’hellont beza dispount ha dinec’h.

Emaoump c’hoaz o paouez lenn ar gentel-ze enn Aviel hirio, hag eul lodenn all euz ann ofis a ziskuez d’eomp dija promesa Hor Zalver sevenet, dre eur burzud a zo displeget gant sant Lukas el levr hanvet Aktou ann Ebestel, abalamour ma ro da anaout ann oberou kaera great gantho enn amzer genta euz ann Iliz.

Deg devez zo abaoue ma pignaz Jezuz enn Envou. Eaz oa d’ezhan, a dra zûr, digas raktal ar Spered-Santel d’he ziskibien, ha, ma n’her greaz ket e tlie kaout abeg vad d’ober d’ezho gortoz, rak truez en doa ouz ho guelet ker glac’haret.

Mes, epad m’edont o c’hedal e roe tro d’ezho da goumpren guelloc’h pegen dic’halloud oant, hag amzer da bedi kalouneg

ha da gempenn ho ene evit dige-

14