meret ann hini a zeue davetho a berz ho mestr muia karet.
Araok mont da brezeg ann Aviel, oa deread d’ezho ober eur pennad retred, evit beza henveloc’h ouz Jezuz a dremenaz daou-ugent dervez ha daou-ugent nosvez, o iun hag o pedi enn eul leac’h distro, abarz en em lakaat da gelenn ann dud.
Enn doare-ze c’hoaz ar gouel-ma a vezo galvet Pantekost ec’hiz ann hini a ioa miret gant ar Iuzevien evit kaout sonj oue embannet lezenn Moizez var Menez Sinai, hhnter-kant devez goude m’oant tec’het euz ann Egypt, hag en em dennet euz daouarn kriz ar roue Pharaon ; rak hanter-kant devez zo hirio ive abaoue resurreksion Jezuz-Krist a oue treac’h d’ar maro ha d’ann ifem, hag a zigoraz d’eomp ar baradoz ; hag hirio ann ebestel a embanno al lezenn nevez pa vezo diskennet ar Spered-Santei da rei d’ezho sklerijenn hag hardisegez aoualc’h evit