Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —
Zalver ho c’helenn e kemerent peurliesa ann tu eneb euz he genteliou !
Hiviziken, kaer zo ho gourdrouz, ho skourjeza ho zeuler er prizoun, n’heller ober d’ezho tevel. Prezeg a reont e peb leac’h a vouez huel, ha prezeg mad, a dra zûr, pa velomp tri mil den o c’houlenn beza badezet goude kenta sarmoun sant Per, ha pemp mil, goude he eil sarmoun.
Diouz kement-ze anavezomp eo guir ar pez a ziskuil d’eomp ann Iliz e ofisou ann deiz-ma : pa ziskenn ar Spered-Santel, ann dud hag ann traou a jench doare dre nerz he c’hrasou. Ha piou ac’hanomp n’en deuz ket ezomm da chench evit plijout da Zoue ? Lavaromp eta euz a greiz hor c’haloun d’hon Tad zo enn env : Emitte Spiritum tuum, et renovabis faciem terrœ. Amen.
————