Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/223

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 214 —

hini a ra drouk, a gasa ar sklerijenn ha ne dosta ket outhi, gant aoun na ve kavet abeg enn he oberou ; e leac’h neb a labour dioc’h ar virionez, a ia dirag ar sklerijenn, evit ma vezo guelet he oberou, rak ma’z int great hervez Doue.


Burzudou ar Spered-Santel.


Ec’hiz a lennomp enn Aviel hirio, Doue o tigaa he Vab var ann douar, a roaz d’ann dud eunn testeni kaer a garantez. O rei d’ezho ar Spered-Santel, evel ma reaz da c’houel Pantekost, e tiskuez adarre eur vadelez dija ker braz ; rak, petra e vije deuet ann ebestel hag ar gristenien da veza paneved ann nerz hag ar sklerijenn a ro d’ezho trede fersoun ann Dreindet ? Ker ber oant a skiant ha ken douget da gemeret aoun, m’o divije buhan aoualc’h kollet ar feiz, e leac’h trec’hi ann ifern ha skigna lezenn Jezuz-Krist dre ar bed-holl. Guelet or boa