Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/228

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —





SUL ANN DREINDET
(Sant Vaze, Chab. xxviii.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Peb galloud zo bet roet d’inn enn env ha var ann douar. It eta ha kelennit ann holl boblou, o rei d’ezho ar vadiziant enn hano ann Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel, bag o teski dezho miret ann holl gourchemennou am euz great d’ehoc’h. Ha gouezit emaoun ganehoc’h bemdez keit ha ma pado ann amzer.


Ar misteriou.


Araog ar c’homsou-ma euz Aviel sant Vaze, ann Iliz, enn offis hirio, a rea d’eomp lenn eur pennadik euz lizer sant Paol da gristenien Rom. « Peger braz eo, emezhan, furnez ha skiant ann Aotrou