Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —


Ann humilite.


O velet ar pinijennou a rea Iann-Vadezour hag ouz he glevet o prezeg, ar Iuzevien her c’hemere evit ar Mesias. Pa ziskleriaz d’ezho n’oa ket, e tenjont da gredi oa da vihana pe Elias pe eur prophet all digaset a berz Doue da zeski d’ezho penaoz digemeret Salver ar bed. Mes, ar zant a anzavaz adarre n’oa nag ann eil nag egile. Pebez kentel evit ar gristenien !

Iann-Vadezour a vije bet eaz d’ezhan tremen evit ar Mesias, Mab ann Doue Holl-C’halloudek. N’en doa nemet lavaret eur gomz hag e vije diredet ar pennou braz euz ar bobl hag ann dud e karg d’he ziambroug ha da rei peb meuleudi d’ezhan ec’hiz a rejont d’Hor Zalver pa ziguezaz e Jerusalem vardro goueliou Pask. Mes, e leac’h kemeret eunn hano hag henoriou a ioa dleet d’eunn all e tiskuez beza melkoniet hag e lavar krenn