(Eccl. x, 15). Douget ha douget kalz eo ann den d’en em zevel gant he zeskadurez, he nerz, he c’hened, etc. Buhan aoualc’h e teufe d’ezhan, ec’hiz guechall da Lusifer, ïoul beza ken huel hag ann Aotrou Doue. Talvouduz oa d’eomp eta kaout tro d’en em izelaat dirag eur gelennadurez hag a zo tenvalijen varnhi.
Mes, petra bennag e ve bet d’Hor Zalver lakaat misteriou e touez ar guirionezou roet d’eomp da gredi, pa anavezomp he volontez, ni a dle plega bepred ha digemeret gant sentidigez he holl genteliou. Hogen, mister ann Dreindet, pe eunn Doue hebken e tri fersoun, a zo evel ar mean diazez eur hor feiz. Diskuillet freaz e oue epad m’edo sant Iann o vadeza Jezuz e ster Jourden ; rak klevet a rejot neuze eur vouez euz ann env o lavaret : Hema eo va Mab muia-karet ; hag, er memez amzer, ar Spered-Santel a ziskenne var benn Hor Zalver e furm eur goulmik venn. Enn Aviel hirio, e len-