Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/233

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —

garekaat ann Dreindet. Enn doare-ze hor feiz er mister braz-ma a vezo bepred startoc’h, ha goude beza kredet enn Tad, er Mab hag er Spered-Santel a hed hor buez, ni ielo eunn deiz d’ho guelet e sklerijen ar baradoz. Evel-se-bezet-great.





GOUEL AR ZAKRAMANT
(Sant Iann, Chab. vi.)


————


Enan deiz-ze Jezuz a lavaraz d’ar Iuzevien a ioa enn dro d’ezhan : Va c’horf zo e guirionez eur vagadurez, ha va goad zo e guirionez eunn evaj. Neb a zebr va c’horf hag a ev va goad a jomm ennhon, ha me ennhan. Evel ma’z oun digaset gant ann Tad a zo beo, ha ma vevan me dre ann Tad, evel-se ive neb am debro a vevo dreizhon. Hema eo ar bara diskennet euz