Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/234

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 225 —

ann env. N’eo ket henvel ouz ar mân debret gant ho tadou, ha ne viraz ket outho da vervel. Neb a zebr ar bara-ma a vevo da virviken.


Jezuz enn Tabernakl.


Ar iaou Gambr-lid a zo, dreist ar re all, deiz sakramant ann Aoter ; rak, neuze eo, evit ar vech kenta, e chenchaz Jezuz ar bara hag ar guin enn he gorf hag enn he c’hoad santel, hag e roaz d’he ebestel ha d’ann holl veleien var ho lerc’h ar c'halloud d’ober ar memez burzud. Mes, o velet ken tost d’ezho ar skeud euz Pasion ha Maro ho Zalver, ar gristenien ne c’hellont, d’ar mare-ze, nag en em laouenaat aoualc’h, na kana, ec’hiz m’eo deread, meuleudi ha bennoz da Zoue. Falvezet eo eta d’ann Iliz merka eur gouel all evit he drugarekaat euz ar garantez a ra d’ezhan chom ganeomp

hed ann holl amzer, hag ar gouel-ze enn

15