Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 237 —

gantho. Goulenn a rejont eta digant ar besketerien a ioa er vag all dont da rei ann dourn dezho ; hag ar re-ma o veza deuet, e leunjont ann diou vag ken na vennent gueledi. Pa velaz ann dra-ze, Simon Per en em daolaz da dreid Jezuz enn eur lavaret : Pellait diouzin, Aotrou rak me zo eur pec’her. Chom a rea sebezet holl, hen ha kement a ioa enn he goumpagnunez, o velet ar pesket o devoa paket. Ken souezet all oa Jakez ha Iann, mibien Zebededee, a ioa gant Simon. Mes, Jezuz a lavaraz da Zimon : N’ho pezet ket aoun ; divar vrema c’hui vezo pesketaer tud. Hag o veza digaset ho bagou e kichen ann douar, e tilesjont pep tra evit mont d’he heul.


Ar besketerez. Labourat gant Doue.


Pa lennomp er Skritur Sakr e oue karget hon tud kenta da labourat barados ann douar, posuit… ut operatur Gen. ii,-