Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

kernent a rafe tro d’ezhan da ruzia, hag o vruda a vouez huel ar pez a lakai ann dud d’her meuli ?

Meur a hini a garfe memez rei da gredi o deuz great kalz muioc’h a draou kaer eged n’o deuz e guirionez. P’o devezo roet ann disterra aluzen d’ar paour pe d’ann iliz e lavarint beza taolet arc’hant gant ar voz. Ma’r greont eunn tammik pinijenn pe eur bedenn bennag muioc’h eged ar re all, ann holl a glevo heb dale.

A dra zur, n'eo ket red d’eunn den speredek pe zesket braz lavaret na kredi eo diskiant ha ne c’hoar netra ; pec’hed e ve zoken dianaout pe nac’h evel-se madoberou Doue enn hor c’henver. Evit beza humbl, n’euz ket ezom ken nebeut da guzat atao hag ouz ann holl kement vad a reomp. Aliez guech eo talvouduz d’ann nesa guelet hon oberou evit ma kemero skuer diouzomp ha ma rei meuleudi d’ann Tad en deuz bugale ken aketuz d’her servicha. Ar pez o zo difennet eo en em