Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 242 —
PEMPVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. v.)
————
Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : Ma ne heuliit ket al lezenn guelloc’h eged ar Skribed hag ar Pharizianed, ne deot ket e rouantelez ann env. Gouzout a rit oa lavaret d’ho tud-koz : ne lazot ket ; ha neb en defe lazet a dleo beza barnet. Evidon-me a lavar d’ehoc’h : Kement hini a gemer drouk ouz he vreur a dle beza barnet evel-se. Evit ann hini a lavaro d’he vreur : Raca (den diboell), zo dleet dezhan rustoc’h barnedigez. Hag ann hini a lavaro dezhan : diskiant ; hennez zo he blas e tân ann ifern. Rak-ze eta, pa gasit ho prof d’ann aoter, ma teu enn ho spered en deuz ho preur eul leac’h bennag da glemm ac’hanoc’h, lezit aze ho prof dirag