Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/254

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 245 —

ret eo avad e ve great e kuz ; hag ar re-ma pa roont aluzenn a gas ann daboulin enn dro, evit ma teui ann holl da velet.

Pa vezo Doue e kounnar, dre ar iun hen lakaimp da zellet a druez ouzomp ; ia, ma sentomp ouz kentel Hor Zalver, o terc’hel guella ma c’hellimp hor pinijennou kuzet ouz ann dud ; mes, ar re-ma pa iunont, a gemer eunn doare distrounket, evit ma kredo pep unan ez Int didruez ouz ho c’horf.

Eur rebech all a ra c’hoaz d’ezho : e leac’h deski al lezenn ehun ha freaz, ec’hiz ma oue embannet da genta, e lakeont ann dud d’ober n’ouzon pegement a ziotach ha da gemeret evel pec’hed dister, meur a dra difennet krenn gant Moizez. Evit skuer : o lavaret e tle beza kaset dirag al lezvarn neb en defe lazet he vreur, e roont da gredi ne vezo ket braz ann drouk, petra bennag or be great d’ann nesa, ma lezomp ganthan he vuez. Ha koulzgoude ne c’hoarvez ket