Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/263

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 254 —

oc’h euz feiz ; mes, morse ne vezo ar groaz treac’h d’ho nerz ma talc’hit fizianz enn Holl-C’halloudeg. Gouezit a vad trei ho sonj varzu ennhan, goude beza great ar pez a zelle ouzoc’h, ha dreist pep tra, selaouit he genteliou. Enn deiz ma reaz Jezuz ar burzud oc’h euz lennet, ez oa, m’oar vad, kalz tud dre ar bed o c’hlaouri gant ann naoun ; ha ne vagaz nemed ar re a ioa deuet da glevet he gomsou.

Kemerit eta skuer diouz ar bobl-ma. Dalc’hit tost da Zoue, ha grit he volontez hed a hed. Neuze, ha pa ve ret ober kant burzud, ho Tad karantezuz a roio d’ehoc’h bepred, kement a vezo talvouduz evit ar c’horf hag ann ene. Evelse-bezet-great.





SEIZVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Vaze, Chab. vii.)


————


Enn deiz-ze Jezuz a lavaraz d’he ziskibien : diouallit ouz ar fals-propheted