Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 255 —
a zeu davedoc’h guisket evel denved, ha pa dalv int bleizi ne glaskont nemed taga ; diouz ho frouez c’hui ho anavezo. Daoust ha dastnm a rear rezin divar spern, pe fiez divar ann drez ? Eur vezenn vad a ro frouez mad, hag eur vezenn fall a ro frouez fall. Eur vezenn vad na c’hell ket dougenn frouez fall, nag eur vezenn fall, dongenn frouez mad. Kement guezenn ne ro ket a frouez mad, a vezo troc’het ha taolet enn tan. Evel-se eta, diouz ho frouez c’hui ho anavezo. Ne dai ket d’ar baradoz kement hini a lavar d’inn, Aotrou, Aotrou ; mes, ann neb a ra bolontez va Zad zo enn envou, hennez a ielo da rouantelez ann env.
Evez ouz ann droumplerien.
Enn nebeut komsou-ma, tennet euz Aviel sant Vaze, e kavomp meur a gentel.
Diouallit, a lavar da genta Hor Zalver,