Plas ar bec’herien, her gouzout a reomp, zo enn ifern. Darn avad o defe c’hoant kredi e vezer salvet pa jomer heb ober drouk. Hogen, fazia kalz a reont ; rak, ouspenn ma lennomp enn Aviel e taolaz eunn deiz Hor Zalver he valloz var eur vezenn, abalamour n’oa frouezenn ebet ennhi, ar gentel hirio a lavar sklear ha freaz e vezo troc’het ha stlapet enn tân, kement guezenn ne zougo ket a frouez mad. Hag al lezenn-ma n’eo ket nevez, rak d’hon tadou oa kemennet ive tec’het diouz ann drouk hag ober ar mad : Declina a malo, et fac bonum. (Ps. xxxiii, 36.)
Mes, pere eo ann oberou a c’houlenner digant pep kristen ? Ann traou souezuz, ar pinijennou ha pedennou a rea guechall ar zent er c’houenchou pe e kreiz ar c’hoajou ? Re vraz eo furnez ha madelez ann Aotrou Doue evit gortoz kement-all diganeomp-ni. Plijout a raimp d’ezhan oc’h ober aketuz ha gant feiz deveriou hor stad. Ia, grit aluzenn d’ar paour ha