Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

d’eomp ober fae var meuleudiou ann dud, grit ma kerzimp a greiz kaloun dre ann hent-ze varlerc’h sant Iann-Vadezour, evit ma vezimp eunn deiz ganthan enn ho rouantelez. Evel-se-bezet-great.





Ar PEVARE SUL EUZ ANN AZVENT
(Sant Lukas, Chab. iii.)


————


Er pemzekved bloavez goude m’oa eat Tiber Cesar da impalaer, Pons Pilat o veza gouarnour er Judee, Herodes, er Galilee, Philip ha Lysanias e penn ann diou bederved all euz ar vro, Annas ha Kaiphas a ioa gantho ar gark a veleg braz. Er mare-ze, Doue a gomzaz ouz Iann, mab Zacharii, el leac’h distro m’oa en em dennet, hag hema a ieaz dre ar c’harteriou vardro ster Jourden ; o prezeg ar binijenn hag o vadeza ar