oc’h euz gouarnet ; rak hiviziken ne c’houarnot mui. Neuze ar merer a lavaraz ennhan he-unan : petra a rinn-me, pa denn ann Aotrou he zanvez euz tre va daouarn ? Ne c’houfenn labourat douar ; ruzia a rafenn o klask va bouet. Oh ! me oar petra d’ober evit ma kavinn dor zigor pa vezinn torret euz va c’harg. O veza eta galvet ann eil goude egile dleourien he vestr, e lavare da unan : pegement a dleit-hu d’am Aotrou ? Kant barillad eol, emezhan. Mad, a lavaraz d’ezhan ar merer, kemerit ho tlead, hag azezit buhan da skriva hanter-kant. Goude e c’houlennaz ouz eunn all ; ha c’hui pegement a dleit ? Kant muzulad guiniz, a lavaraz heman. Kemerit ho pilled, eme ar merer d’ezhan, ha skrivit pevar-ugent. Hag ann Aotrou a veulaz ar merer disleal, evit ar vouiziegez a ziskueze ; rak bugale ar bed en em c’houarn gant muioc’h a furnez eged bugale ar sklerijenn. Ha me lavar
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/270
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 261 —