Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/271

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 262 —

d’ehoc’hui ive, gant madou a zo aliez noazuz, grit mignouned a c’hello, pa zeuot da vankout, digeri d’ehoc’h porz ar baradoz.


Ar c’hristen zo merer gant Doue.


Sklear eo ar gelennadurez roet d’eomp gant Hor Zalver er barabolenn-ma. Ann Aotrou pinvidik eo Doue, perc’henn ann holl vadou enn env ha var ann douar. Ar merer eo pep hini ac’hanomp ; rak, etre hon daouarn ez euz lakeat ganthan kalz pe nebeut a zanvez da c’houarn. Aour, arc’hant, douarou ; nerz, iec’hed, gouiziegez ; skueriou mad, kenteliou santel ha grasou all ; ann traou-ze holl a zo fiziet ennomp gant Doue :

Ar merer, eme Jezuz, a oue tamallet da veza great gual zispignou. Evidomp-ni n’on euz ket ezomm da veza diskuillet, rak, hor mestr a oar aoualc’h petra a reomp ; ha ma n’hor galv ket dirazhan