raktal ma vezomp bet disleal enn he zervich, eo m’en deuz amzer aleiz da c’houlenn kount diganeomp. Mes, evit d’ezhan gortoz, ha gortoz pell avechou, na gredomp ket e vemp espernet ; e pe leac’h bennag ez afemp da guzat, hor c’haout a rai bepred. Euz he berz, ar maro a zeui d’hor c’herc’hat, ha neuze, siouaz, e vezo tennet diganeomp hon holl vadou ; ac’houdevez netra n’or bezo mui da c’houarn.
Pa glevaz oa tamallet, ar merer ne c’hortozaz ket ma vije torret euz he gark. Quid faciam ? Petra rinn-me brema ? emezhan. O veza great he zonj, e kavaz, ec’hiz oc’h euz guelet, ann tu d’ober mignouned hen digemero pa vezo kaset da vale ; hag ar mestr, petra bennag m’oa laeret adarre, a veulaz ar zervicher a ouie en em denna ker brao.
Mad, ni holl, pa reomp droug, a zo ker buhan diskuillet. Ia, nemed mouget e ve ganeomp, Doue ra viro, mouez ar goustianz a rebech d’eomp ar gual implij