Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/274

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —

gomz-ma a lavare Hor Zalver d’he ziskibien ? Tud ar bed a laka muioc’h a boan hag a ijin gant traou ar vuez-ma, eged ne ra bugale Doue evit ho zilvidigez. Evidomp-ni, da vihana, taolomp ar beac’h mez-ze divarnomp. Ia, heb gortoz ma teui ar maro da lamet diganeomp hon holl vadou evit ato, brema, pa’z omp tamallet, kemeromp skuer diouz ar merer zo hano anezhan enn Aviel, da c’houzout eo, greomp evit gounit ann env, ar pez a reaz hema evit kaout euruzdet ann douar. Arabat e ve d’eomp koulzgoude eveldhan rei divar goust hon nesa. D’ann neb a zell hebken ouz ar bed-ma ann dra-ze a zo mad pa c’hell kuzat he laeronsi ; mes, ne dalv netra d’ann hini a c’hed beza barnet gant Doue.

O kimmiada diouz hon dizursiou tremened, oc’h en em rei d’ar bedenn ha d’ann oberou mad,eo e kavimp etouez ar zent mignouned goest da zigeri d’hon ene doriou ar baradoz. Evelse-bezet-great.