a ioa eno o verza pe o prena, enn eur lavaret d’ezho : Skrivet eo ; va zi a zo ti ar bedenn. Ha c’hui oc’h euz great anezhan eunn toull laeroun. Ha bemdez e rea skol enn templ.
Jezuz a ioa digemeret e Jeruzalem evel eur roue. Ar bobl holl a zirede d’he ziambroug enn eur gana mil meuleudi d’ann hini a zeue a berz ann Aotrou. Evit merka guelloc’h ho levenez, darn a droc’he skourrou guez, darn all a ziveske ho dillad, da c’holei ann hent el leac’h ma tremene ; ha pep unan a zouge enn he zourn eur bod glaz ec’hiz a ve great d’ar goueliou kaera. Ann templ a lugerne gant ann aour hag ann arc’hant ; ar paleziou a ioa pinvidig ; ar mogeriou ledan hag huel savet enn dro da gear he difenne ouz peb enebour. Hag evelato, raktal ma paraz he zaoulagad var ann traou-ze holl,