vui hen diskuillent ; ha muioc’h mui souezet, e lavarent : great mad en deuz pep tra ; roet en deuz ar c’hleved d’ar re vouzar, hag ar prezeg d’ar re vud.
Aviel ann trede sul euz ar C’horaiz a gomz ive euz eunn den mud, mes ne lavarer ket e vije bouzar, evel hema. Truezuz eo, a dra zur, stad ann neb a jomm he deod stag ha ne c’hell rei da anaout d’ar re all netra euz ar pez a dremen enn he spered hag enn he galoun. Koulzgoude, muioc’h a druez zo da gaout c’hoaz euz ann hini a ve, var eunn dro, bouzar ha mud ; rak diez braz e vezo d’ezhan beza kelennet ; ha n’en devezo peurvuia anaoudegez ebet euz kement a draou a laka ann dud enn ho eaz pe enn ho flijadur. Rak-ze Jezuz a bareaz ann daou aflijet-ze. Mes, ma roaz iec’hed ar c’horf da genn aliez klanvour, brasoc’h