he zav, hag o choulenn ouz Jezuz, da velet petra a lavarje : mestr, petra am euz-me d’ober evit kaout ar vuez eternel ? Ha Jezuz o respount d’ezhan : petra zo skrived el lezenn ? Petra a lennit eno ? Hema, d’he dro a lavaraz : Karet a reot ann Aotrou ho Toue, euz hoc’h holl galoun, euz hoc’h holl ene, euz hoc’h holl nerz, euz hoc'h holl spered ; hag ho nesa eveld’oc’h hoc’h unan. Mad oc’h euz respountet, eme Jezuz d’ezhan ; grit ann dra-ze, hag e vevot da viken. Mes, hema, o klask tremen evit eunn den ar guella, a c’houlennaz adarre ouz Jezuz : Ha piou eo va nesa ? Jezuz a gomsaz neuze evelhenn : Eunn den o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko, a guezaz e kreiz al laeroun ; ar re-ma a gemeraz kement en devoa, her skoaz didruez, hag hen dilezaz hanter-varo. Diguezout a reaz d’eur beleg diskenn dre ar memez hent ; mes, o veza he velet, ez eaz e biou. Er memez tra,
Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/292
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 283 —