Hor Zalver, enn he brezegennou, a zisklerie oa deuet d’ober miret al lezenn ; mes, goab a rea ive euz ar giziou savet gant ar Skribed hag ar Pharizianed. Evel-se o doa kasouni outhan ; hag ann doktor-ma a c’hoanteaz he lakaat nec’hed dre ar goulennou a lennomp enn Aviel hirio. Allaz, tizet e oue he unan gant Jezuz a anavezaz dioc’htu sonj ann den disleal-ze. O c’houzout ne c’helle ket ar Iuzevien gouzanv tud ar Samarii e kemer eur beachour euz ar vro-ze, hag hennez a vezo roet evit skuer, pa n’euz nemethan o viret gourc’hemenn ar garantez e kenver ann nesa. Mes, ouspenn ar gentel-ma roet d’eur c’halz kristenien a zo douget d’ober fae var ann dud dister petra bennag ma klaskont heulia al lezenn gant lealdet, ann Aviel hirio a ziskuez d’eomp c’hoaz stad ankeniuz eunn ene pec’her, hag holl