Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/295

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 286 —

vadelez ann Doue a gemer truez outhan.

Ann denn-ze a ziskenn euz Jerusalem, ar gear zantel, da Jeriko, leac’h a blijadur hag a zizurs, ann den-ze eo ar c’hristen dievez en em daol, dre ar pec’hed, euz renk ann elez, e kenver al loened mud, o tilezel servich ann Aotrou Doue. A veac’h m’eo eat enn hent, setu hen kuezet etre daouarn al laeroun, da lavaret eo, ar bed hag ann drouk-spered. E berr amzer ar re-ma a ziframmo digantha he holl vadou ; sae venn he vadiziant, karantez he Zalver, alc’huez ar baradoz, peoc’h he goustianz. Ouspenn m’eo lakeat enn noaz, skoet e vezo ive gantho, ken na jomo ec’hiz hanter-varo ; tenvaleat he spered, ha dizec’het he galoun ne c’hell mui ober netra evit ann envou. Paour keaz den, petra deui da veza ma ne gemer unan bennag truez ouzid !

Euz ar re o deuz hen poulzet varzu ann droug, meur a hini a dremen heb ober eur zell outhan. Koulzgoude setu o tigue-