zout eunn den a zo bet dianavezet ha disprijet gant ar pec’her. Hema eo Mab Doue diskennet euz ann env evidomp ; hag o velet e pe stad ema ar c’hlanvour, hen dougo var he ziouvreac’h karantezuz beteg ann iliz el leac’h ma vezo panset he c’houliou, ha roet d’ezhan peadra d’en em grenvaat. Eno, Jezuz en deuz lezet n’eo ket daou ziner, mes, holl veritou he Basion, aoualc’h, ha kalz enn tu all, evit prena d’eomp grasou puill er bed-ma ha goude-ze, euruzdet ar baradoz.
Pedenn. — Va Doue, me eo siouaz, ar beachour diskiant-ze, a zo tec’het diouzoc’h, ha kuezet etre daouarn al laeroun. Dreizon va-unan ne oufenn en em denna euz ar stad mantruz m’ounn lakeat gantho. C’hui eta, pa’z oc’h ker mad, grit eur zell a drugarez ouzinn ; roit d’inn adarre ar iec’hed, ha me ho servicho hiviziken a greiz va c’haloun. Evel-se-bezet-great.