Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/298

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 289 —

all ? N’euz kavet nemed ann divroad-ma da zont enn dro evit rei gloar da Zoue ! Goude e lavaraz d’ezhan : Savit, ha baleit ; ho feiz e deuz roet d’ehoc’h ar iec’hed.


Ann deg den lor. — Penaoz parea diouz ar pec’hed.


Guasa a c’hell diguezout gant eur c’hristen, eo beza evel eunn den bouzar ha mud, da lavaret eo, dilezel ar bedenn hag ar zakramanchou, ha chom heb klevet ar c’henteliou a roer d’ezhan. Mes, heb mont keit-ze var hent ann ifern, e tec’her evelato diouz Doue, hag emaor, meur a vech, e tro da veza kollet. Petra bennag ma virfec’h peurvuia ar gourc’hemennou, m’o pefe great eur pec’hed marvel hebken, c’hui a zo henvel ouz ann dud lor a gomser anezho enn Aviel hirio. Hoc’h ene a zo skrijusoc’h da velet, eged

korf ar glanvourien geiz-ma. Mar fell

19