Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/308

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 299 —

Arabat e ve d’eomp, a dra zur, beva dibreder nag ober dispignou dreist hon danvez, dr’enn abeg m’on deuz enn env eunn Tad ker karantezuz. Mes, goude beza great hervez hor galloud, fiziomp stard var madelez ann Aotrou Doue. O velet ne glaskomp servicha ken mestr nemethan, e vezo bepred var evez euz ezommou he vugale. Evel-se-bezet-great.





PEMZEGVED SUL GOUDE PANTEKOST
(Sant Lukas, Chab. vii.)


————


Er mareou-ze, Jezuz a ioa o vont d’eur gear hanvet Naïm : ha ganthan ez ea he ziskibien hag eur bobl a dud. Pa oue dija e kichen doriou kear, setu e touget d’ann douar eur c’horf maro, hag he vamm, eunn intanvez, ne doa ken mab nemethan. Enn dro d’ezhi ez oa eunn niver braz a dud euz a gear.