Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/311

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 302 —

liet ha lakeat enn arc’h da beurvreina.

Mes, Jezuz a dosta enn eur zigas he c’hrasou beteg ar galoun ; et accessit. Ann diaoul hag ann techou fall a stleje ar c’hristen keaz-ze d’ann ifern, evel ma touger eur c’horf d’ar vered, a jomm eunn nebeut a zav ; da lavaret eo, pa zeu sklerijenn ann env da ziskuez d'ar pec’her e pe hent ema o kerzet, hag e pe zoare dienez eo kuezet, hennez a ra eunn tammik distro ennhan he-unan, ha neuze e klev Jezuz o komz outhan evel-hen : Adolescens, tibi dico, surge ; den iaouank, me a gemenn d’ehoc’h sevel. Plijet gant Doue e teufe, ec’hiz ar Mab Prodig, oc’h en em anaout, da lavaret : Ne c’hellan ket herzel pelloc’h er stad-ma ; mont a rinn adarre da di va zad.

Ia, ma selaou mouez Hor Zalver, e kavo c’hoaz ar vuez ; rak eunn dourn Holl-C’halloudeg ha karantezuz a zo astennet varnhan, et tetigit loculum ; ha gant ar skoazell-ze e vezo goest d’en em